AWA

Planedenn

Track byAlan Stivell

0
0
  • 1974.01.01
  • 3:01
AWAで聴く

歌詞

Pa rankas dilezel ar ger Ha mont d'ar brezel da bellvro Ar c'hleier galv a vralle taer ne zeuas ket he gwaz en dro Pa'c'h eo aet kuit da seitek vloaz E pa koant 'vel ur rozenn wenn Lizher avat n'eus bet biskoazh He merc'h zo kollet da viken Pa laoskas he mab a barkoù Da vont da vervel an tad An drez 'greskas an e brajoù Gant ar balan hag al linad Bugale all aet da Bariz Bevan aman ne oa ket aes (Bugale all aet da Bariz) Skeud an Ankoù zo war ar maez He zi gwechall leun a vuhez A zo digor d'an avel foll Ha piv gredo tamall neuze M'he deus qwinardant war an daol? Arc'hoazh 'vo kaset d'an ospis Hec'h-unan gant he c'halon yen He bugale aet da Bariz Pe da lec'h all n'ouzon ket ken Kredit achanon, kompagnunez Evit dastum o fezhioù aour Un toulladmat an aotronez A oar ober teil gant ar paour

このページをシェア
Alan Stivell
の他の曲も聴いてみよう
AWAで他の曲を聴く
はじめての方限定
1か月無料トライアル実施中!
登録なしですぐに聴ける
アプリでもっと快適に音楽を楽しもう
ダウンロード
フル再生
時間制限なし