Track byDan Ar Braz
Didostait bugale Ar serr-noz hag ar gouloù deiz Roit kalon din-me Aon 'm eus rak hon dazont Tomm eo d'ho kalonoù Furnezioù ar re a-ziwar ar maez Hag ar c'hleunioù o tihunin War an douaroù 'tro al lenn du Diwanit bugale Ar stourmoù kalet, an emglev Ganeoc'h eo 'teu komzoù didro Ha brav e kavan ho toare Da safar 'r yezh A ra diank din, siwazh Diwanit bugale laouen Ar menezioù melen Gant hiraezh d'hor gouelioù kent 'Tre ho tiweuzoù ar wirionez Diwanit bugale Gleb ho taoulagadoù dre forzh c'hoarzhin Ha didrouz ho klac'harioù Diwanit bugale Diwanit bugale Ar stourmoù kalet, an emglev Ganeoc'h eo 'teu komzoù didro Ha brav e kavan ho toare Da safar 'r yezh A ra diank din, siwazh