Ar vravañ plac'hig yaouank a zo 'barzh ar c'hanton Hanver a reer anezhi Marig ar Polanton Oadet eo deus ugent vloaz ha marteze ouzhpenn Bemdez ar baotred yaouank a zeu d'he zic'houlenn Kaoz 'zo dezhi da zimeziñ mes dimeziñ ne ra ket An hini he deus choajet gant an arme zo aet Ha da zeg eur deus an noz yae ar plac'h deus ar gêr Da zeg eur deus ar mintin arruas e Kemper Bonjour aotrou kabiten, kabiten ar soudarded P'lec'h 'mañ 'r soudarded yaouank 'barzh ar gêr-mañ plaset ? Du-se 'maint plac'hig yaouank, tre an tu all d'ar gêr Oc'h ober an egzersis war dachenn vras Kemper Kunduet e oa gantañ tre betek at poñchoù A-benn neuze tigouezas na kement a zaeloù Kenavo plac'hig yaouank, kenavo, kenavo Kar 'barzh fin d'am c'honje marteze vin maro